This page is outdated, please update by translating from the English version
Template:Mainpage/Translations
|
Traoù d'ober
|
|
Krouiñ ur gont implijer ha merkañ ho parregezh yezh gant ar patromoù Babel - Gwiriañ eo reizh an titouroù enno. - Skoazellañ sevel ur porched evit ar yezhoù oc'h barrek warno.
Pa fello deoc'h kemmañ ar roadennoù darempredel, kregit gant lenn ar pennad ster termenet da gentañ ha soñjit mont war kanol IRC evit eskemm gant tud all. Gallout a ra an dud a anavezomp hag hon eus fiziañs enno tapout gwirioù evit degas kemmoù er pennadoù (ho pet soñj n'emaomp nemet el lankad diorren rak-alpha c'hoazh).
|
|
|
Darvoudoù heverk nevez
|
- 11 Meurzh 2007 Krog eur da sevel porched ar brezhoneg ha da dreiñ pajennoù ar raktres en hor yezh.
- 5 C'hwevrer Ober a ra OmegaWiki gant stumm nevez MediaWiki 1.10a; embreger a ra arc'hwelioù nevez.
- Prof Nedeleg 2006 Kaerat prof ! Degemeret hon eus an arc'hwel a dalvez da verkañ ar rummennoù-ger !!
- 16 Kerzu A-drugarez d'an diorroer Leftmostcat e c'haller bremañ skeudenniñ ar bommoù lavar gant skouerioù frazennoù.
- 12 Kerzu Deuet eo ar WiktionaryZ da vezañ OmegaWiki. Kement-se, kuit da veskañ ar raktres-mañ gant raktresoù wikeriadurioù ar WMF. Muioc'h a ditouroù diwar-benn ar c'hraf-mañ war ar blog.
- 20 Du Hiviziken e verk ar spisaer yezhoù anv ar yezhoù disheñvel e yezh etrefas an implijer, forzh pehini e vefe. A-raok-se e rank an droidigezh bezañ merket e pennad ar yezh-se end-eeun.
- 18 Here Hiviziken e verk ar spisaer yezhoù anv ar saozneg hag an alamaneg. Pazenn war-lerc'h : enporzhiañ an anvioù en holl yezhoù all.
- 3 Here Emañ hor produ gwirion kentañ war ar stern (skoazellañ a c'hallit!): an OPLC Children's dictionary, ur geriadur evit ar vugale evit ar raktres OLPC.
- 27 Gwengolo Ur bajenn gaozeal zo bremañ d'an DefinedMeanings (sterioù termenet) ha daouduek e c'hall an darempredoù bezañ.
- 12 Gwengolo Un ostilh zo gant ar verourien evit ouzhpennañ yezhoù bremañ. Emañ ar sinaeg hag ar sikilianeg e-touez ar re gentañ...
- 8 Gwengolo Tu zo da welet bremañ istor hag aozerien ar bommoù lavar.
- 30 Eost Tapet hor 500vet implijer.. Ur maen-bonn all.
- 16 Eost Setu m'hon eus bremañ en tu all da 400 implijer hag ingal e tremenomp ar 1000 degasadenn an deiz.
Darvoudoù istorel all
|
|
Template:Mainpage/MoreInfo/bre
|
|
Diwar-benn OmegaWiki
|
|
Ur vammenn c'herioù ha troioù-lavar liesyezhek eo OmegaWiki dreist-holl. N'eo ket un holloueziadur. Hor pal eo ma vefe kavet e-barzh gerioù eus an holl yezhoù evel ma vezont skrivet, met n'emañ ket an holl yezhoù er raktres evit c'hoazh.
|
|
|
OmegaWiki hag e etrefas implijer
|
|
Evit poent e ra OmegaWiki gant un etrefas e saozneg. Krog eur da labourat war MediaWiki liesyezhek. Gant se e vimp sikouret evit pourchas deoc'h un etrefas en ho yezh. Skoazellañ da lec'helaat meziant MediaWiki a c'hallit ober ivez war an TestWiki.
|
|
|