OLPC Children's Dictionary/bre
Languages:
bre -
eng -
fra -
deu -
esp -
ita -
nld
+/-
Merdeiñ:
Pajenn degemer ar raktres -
1000 ger diazez dre strolladoù -
Pakadoù 5 ger da dermeniñ dre bajennoù -
Degas kemmoù da benngerioù ar geriadur -
Pellgargañ -
Keleier
Ur Geriadur Liesyezhek evit Bugale ar Bed[edit]
OmegaWiki (http://OmegaWiki.org) zo anezhañ ur raktres da ziorren ur geriadur frank diazezet war ur Wiki e kement yezh zo er bed, e kenlabour gant skol-veur Bamberg (http://www.uni-bamberg.de) evit lakaat war wel rolloù gerioù talvoudus ha sevel arloadoù zo ezhomm anezho. Dreist-holl emaomp o labourat evit sevel ur geriadur evit ar vugale a vo enframmet en urzhiataerioù hezoug OLPC. One Laptop Per Child [OLPC] (un urzhiataer hezoug dre vugel) zo un intrudu evit produiñ a-vras urzhiataerioù hezoug solut marc'hat-mad-kenañ (100 $) hag evit skignañ anezho dre ar bed-holl evit kas war-raok deskadurezh milionoù a vugale. Binvioù deskiñ dispar eo an hezougelloù, soñjet m'int bet a-ratozh evit bugale a vev e lec'hioù distro ar bed. Diouerit ganeomp un nebeud munutennoù eus hoc'h amzer evit gwellaat troidigezhioù ha termenadurioù 10 ger. Ma kemerit perzh un tammig bihan e c'hallimp diraeziñ milionoù a vugale dre ar bed.
Mar fell deoc'h kemer perzh, kasit ur postel da :
g.s. Ha c'hoant hoc'h eus da c'houzout hiroc'h a-zivout ma hunvre din-me ? Dont a-benn ma vo prest ar geriadur-mañ, pe da nebeutañ un darn vat anezhañ, e meur a yezh a-raok Nedeleg... tri miz ac'hann eo traken... hag ho hunvre deoc'h e c'hallfe dont da vezañ ivez ? |