- 11 Meurzh 2007 Krog eur da sevel porched ar brezhoneg ha da dreiñ pajennoù ar raktres en hor yezh.
- 5 C'hwevrer Ober a ra OmegaWiki gant stumm nevez MediaWiki 1.10a; embreger a ra arc'hwelioù nevez.
- Prof Nedeleg 2006 Kaerat prof ! Degemeret hon eus an arc'hwel a dalvez da verkañ ar rummennoù-ger !!
- 16 Kerzu A-drugarez d'an diorroer Leftmostcat e c'haller bremañ skeudenniñ ar bommoù lavar gant skouerioù frazennoù.
- 12 Kerzu Deuet eo ar WiktionaryZ da vezañ OmegaWiki. Kement-se, kuit da veskañ ar raktres-mañ gant raktresoù wikeriadurioù ar WMF. Muioc'h a ditouroù diwar-benn ar c'hraf-mañ war ar blog.
- 20 Du Hiviziken e verk ar spisaer yezhoù anv ar yezhoù disheñvel e yezh etrefas an implijer, forzh pehini e vefe. A-raok-se e rank an droidigezh bezañ merket e pennad ar yezh-se end-eeun.
- 18 Here Hiviziken e verk ar spisaer yezhoù anv ar saozneg hag an alamaneg. Pazenn war-lerc'h : enporzhiañ an anvioù en holl yezhoù all.
- 3 Here Emañ hor produ gwirion kentañ war ar stern (skoazellañ a c'hallit!): an OPLC Children's dictionary, ur geriadur evit ar vugale evit ar raktres OLPC.
- 27 Gwengolo Ur bajenn gaozeal zo bremañ d'an DefinedMeanings (sterioù termenet) ha daouduek e c'hall an darempredoù bezañ.
- 12 Gwengolo Un ostilh zo gant ar verourien evit ouzhpennañ yezhoù bremañ. Emañ ar sinaeg hag ar sikilianeg e-touez ar re gentañ...
- 8 Gwengolo Tu zo da welet bremañ istor hag aozerien ar bommoù lavar.
- 30 Eost Tapet hor 500vet implijer.. Ur maen-bonn all.
- 16 Eost Setu m'hon eus bremañ en tu all da 400 implijer hag ingal e tremenomp ar 1000 degasadenn an deiz.
Darvoudoù istorel all
|